Avel Em Fenn - Meurzh 1añ a viz Gwengolo
Un toullad festivalioù zo bet e-pad pad an Hañv hag en o mesk, hini ar St- Loup ba Gwengamp. Neven Kernaudour, soner gitar, uileann pipe ha bombard a oa war al leurenn eno gant Jean-Charles Guichen.
Cheñchet en deus kalz Breizh aboe ar bloavezhioù 50 : sed aze ar pezh e vez diskouezhet war taolennoù Lukian Pouedras a zo da wellet e Kastell Roc’h Ugu. Eil lodenn ar weladenn henchet kaset da benn gant Soazig Buhan, deus Ti Ar Vro Treger Goueloù.
Cheñchamant zo ivez war aodoù ar vro e lec’h ma teu d’en em staliañ ur bern tud : muioc’h a ditouroù gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Teknik an abadenn : Sahel Frangeul
Keleier : Benjamin Bouard
Buheziñ : Yann Boishardy